Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ Ya d’ar brezhoneg Plogastell-Sant-Jermen

Web gwelet en he brasañ Erwan ar C'hoadig, Anne Birrivin, Vincent Rouxel

Ya d'ar brezhoneg 08/02/2022

Live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg zo bet votet gant ar gumun

Divizet ez eus bet gant Ti-kêr Plogastell-Sant-Jermen, dileuriet gant an it. Anne Birrivin, maerez, hag an ao. Vincent Rouxel, kuzulier-kêr dave, kas 10 ober da benn vat dindan 2 vloaz, en ur gemer harp war ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Evit ma vefe lakaet ar brezhoneg war wel, en deus dibabet an Ti-kêr diskouez an div yezh war ar skoroù da-heul : panelloù evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; panelloù e diabarzh hag e diavaez an ti-kêr ; lakaat sevel ul logo divyezhek…

Skoazellañ an deskiñ brezhoneg zo un ahel all eus al labour a vo da gas, en ur ziorren ar c’helenn divyezhek (ur skol Diwan zo bet krouet er gumun c’hoazh, gant sikour skipailh an Ti-kêr) ; paeañ an treziad-skolevit skolidi ar skol Diwan ; kemer perzh er c’houlzadoù evit ar c’helenn d’ar vugale pe d’an oadourien dre gentelioù-noz ha stummadurioù hir.

Oberoù a sell ouzh ar c’hehentiñ zo bet dibabet ivez : skignañ teuliadoù diwar-benn politikerezh yezh ar gumun ; kartennoù pediñ ha paper talbennet divyezhek.

Gant mediaoueg ar gumun, hag a ginnig dija levrioù brezhonek, e vo kresket an dalc’had levrioù a-hend-all.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob