Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2022 : ar re anvet

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 24/01/2022

Dalc’het eo bet ar bodad-barn dre videoprezegenn d’ar Gwener 21 a viz Genver 2022

Bep bloaz e vez kenaozet, gant Frañs 3 hag an OPAB, lid-reiñ Prizioù dazont ar brezhoneg hag a zo bet krouet evit lakaat war wel an nevezentioù evit ar yezh degaset gant tud ha frammoù, e pep lec’h e Breizh.

Anvet eo bet neuze e 2022 :

Rummad Kevredigezh

Splann !, ar medium kevredigezhel kentañ gouestlet d’ar c’hazetenniñ-enklask divyezhek e Breizh.

Stumdi – Ti ar Vro Gwengamp, evit ar stummadur a ginnigont war micherioù ar radio hag al liesvedia.

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, evit bezañ savet ur greizenn-dudi e brezhoneg.

Rummad Strollegezh tiriadel/ diazezadur publik

SDIS 29, evit bezañ savet un ostilh pedagogel diwar-benn al lec’hanvadurezh vrezhonek e labour surentez ar SDIS 29.

TES, evit bezañ krouet an arload « Kiou ».

Mor-BIhan - Gwened Tolpad-kêrioù Gwened, evit e bolitikerezh evit diorren ar yezh er vuhez foran : panellerezh, skritelloù, stignad Ma Bretagne à l'école.

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

Bagadini, un album divyezhek da vrudañ ar bagadoù.

Miltamm, a ro an tu d’an dud da vezañ stummet e brezhoneg war micherioù ar vugaligoù.

Treebal, evit bezañ krouet un arload brezhonek da eskemm kemennoù war ar prim.

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

Perynn Bleuven hag Elise Desbordes, evit « Emezi ».

Denez Prigent, evit e bladenn « Stur an avel », embannet gant Coop Breizh Musik.

Youn Kamm, evit e bladenn « Treizh », embannet gant l’Usinerie Production.

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

« Noz », ur film polis sevenet gant Soazig Daniellou.

Ar Stirad « Fin ar bed » (koulzad 2), sevenet gant Nicolas Le Borgne.

"Dañsal dindan ar glav", un teulfim sevenet gant Goulwena an Henaff.

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

Jorj Abherve Gwegen, evit e roman « Morlenn », embannet gant an Alarc’h.

Goulc’han Kervella, evit e romant « Mehdi divroad », embannet gant Skrid.

Fañch Peru, evit e levr danevelloù « E seizh avel ar bed », embannet e ti Skol Vreizh.

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

Morgan Gillet, evit bezañ krouet ar c’hoari niverel « Kwiz ».

Brendan Guillouzic-Gouret ha Tifenn Merien, evit bezañ bet ul levrig-familh digant kêr Naoned ha savet an ti-embann Timilenn.

Bleuñvenn Konan, evit bezañ aozet baleadennoù heñchet e brezhoneg e Bro Dreger.

D’ar Merc’her 23 a viz Meurzh 2022 e Lannarstêr e vo embannet urzh ar prizioù a vo roet.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0