Evit ar 6vet bloavezh da heul e vo ouzhpenn 10 lec’h nevez o tegemer un hentad divyezhek er skol-vamm. Tost an holl zigoradurioù a c’hoarvez er publik, evel er 5 bloaz tremenet (11, an holl anezho e Akademiezh Roazhon) padal n’eus bet nemet 1 digoradur en Deskadurezh katolik (e-skoaz 6 warlene). Ur skol Diwan ouzhpenn a c’hellfe digeriñ e-pad ar bloaz.
5 digoradur zo er Morbihan : e kumunioù Kempenieg, Klegereg ha Zinzag-Lokrist hag un trede skol e Gwened evit ar publik. Un eil lec’h a zigor en Oriant gant an Deskadurezh katolik. 4 lec’h nevez zo en Aodoù-an-Arvor er C’houerc’had, e Binig-Staol, en Ilfinieg hag e Pempoull. E Penn-ar-Bed ne vo nemet 2 zigoradur nevez, e Kemper (3e skol) hag e Redene. Ul lec’h nevez ouzhpenn zo en Il-ha-Gwilen, e Torigneg-Fouilharzh. Hini ebet eus an holl raktresoù a oa en Akademiezh Naoned evit ar publik n'eo bet aotreet da zigeriñ. Ur skol Diwan a c’hellfe digeriñ e-pad ar bloaz en departamant-se.
En eil derez eo bet astennet ar c’hinnig da 3 skolaj publik e Gourin, Liverieg ha Rosporden met hentadoù all zo bet serret er 6vet evel e Lanneur pe Plouha. 1 skolaj katolik ouzhpenn a ginnigo un hentad divyezhek, e Kaodan. E lise publik Montroulez ez eus digoret un hentad divyezhek ivez, un dra nevez pa oa chomet digemm rouedad al liseoù publik abaoe 15 vloaz.
An niver a skolidi divyezhek a zlefe bezañ gouezet a-benn fin ar miz-mañ.
An evezhiadennoù0