Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sant-Riwal : 33 ober evit ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 16/06/2021

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg d'al live 3 gant kumun Sant-Riwal

Dalc’het eo bet al lid-sinañ en ti-kêr d’an 11 a viz Mezheven dirak an ao. Maer, Mikael Toullec, an ao. Michel Cluytens, kuzulier-kêr, den dave evit ar garta hag an it. Lena Louarn, prezidantez an OPAB.

Dibabet ez eus bet 33 ober gant ar C’huzul-kêr e-touesk ar 55 a gaver kinniget er garta hiviziken. Oberoù a zo o fal lakaat ar yezh muioc’h war wel e buhez pemdez an annezidi peurgetket.

Un tamm brav a labour a vo graet evit ar plakennoù-straed, ar savadurioù publik, ar panellerezh henchañ ; anvioù-lec’h ar gumun a vo studiet evit skoueriekaat o skritur gant ar pal lakaat e plas un divyezhegezh kempouez hag evel ma tere ; en 2 yezh e vo kinniget lec’hienn genrouedad an ti-kêr koulz ha pedadennoù ha skritelloù embannet gant ar servijoù-kêr hep kontañ pennad-stur ar c’hannadig-kêr ; ur steuñv stummañ a vo kinniget d’ar wazourien a fell dezho deskiñ brezhoneg ha kemeret e vo e kont ar varregezh war ar yezh pa vo tutaet tud. Oberoù all a sell ouzh al levraoueg, kreñvaat ar skol divyezhek penn-da-benn a oa bet digoret er bloavezhioù 80, ar skoazell d’ar c’helenn evit an dud deuet.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0