Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Julien Kerguillec, maer ar gumun, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis publik hag an it. Solange Creignou, maerez Sant-Tegoneg hag ezel eus KM an OPAB.
Dibabet ez eus bet 6 ober gant kuzul-kêr Pleiber-Krist hag a vo kaset da benn ar bloaz-mañ : panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; divyezhek e vo ar pedadennoù hag ar skritelloù a vo embannet gant servijoù an Ti-kêr evit ar pezh a sell ouzh an abadennoù sevenadurel, koulz ha pennad-stur ar c’hannadig-kêr ; staliet e vo ivez plakennoù-straed divyezhek ; diorroet ha brudet e vo ar c’helenn divyezhek (15% eus ar vugale skoliet er gumun a zo en un hentad divyezhek evit ar mare).
An evezhiadennoù0