Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dibabet eo bet ar re anvet evit Prizioù dazont ar brezhoneg 2021

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 18/02/2021

Dre videoprezegenn e oa bet bodet juri Prizioù dazont ar brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Genver 2021 evit dibab e-touez ar frammoù ha tud bet rakdibabet.

Gant Frañs e 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vez kenaozet ar Prizioù. Lakaat a reont war wel eus un tu, ar gwellañ krouidigezhioù brezhonek ha, eus an tu all, an dud a ra an traoù lañsusañ evit diorren ar yezh er vro.

Bep bloaz e vez roet Prizioù dazont ar brezhoneg da dud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù o deus degaset nevezentioù e brezhoneg.

Ar re anvet e 2021 :

Rummad Kevredigezh

- Kentelioù an noz evit bezañ krouet al lec’hienn Modigell evit deskiñ ar yezh enlinenn

- Raok evit kas ar brezhoneg war-raok e Kreiz-Breizh

- Ti ar Vro Gwened evit bezañ savet kentelioù a-bell evit ar vugale e-pad ar c’henfinañ

Rummad Levr gwellañ e brezhoneg

- Mich Beyer evit he roman « Anna Skolan » embannet e ti an Alarc’h

- Kristian Braz evit e levr danevelloù « Kroashent-tro » emgannet e ti al Liamm

- Erwan Hupel evit e roman « ‘Gisti tout ! » embannet e ti al Liamm

Rummad Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

- Ti-kêr Gwern-ar-Sec’h evit bezañ savet ur politikerezh dalc’hus evit ar yezh

- Ti-kêr Lokeored evit bezañ digoret un hentad divyezhek en ur c'hKPE e-kreiz Penn-ar-Bed

- Ti-Yec’hed Menez Are evit bezañ staliet ur panellerezh diavaez ha diabarzh

Rummad Gwellañ sevenidigezh kleweled

- Perryn Bleunven evit he stirad « Zero Lastez », produet gant Frañs 3 ha Kalanna

- « Krogit », produet gant Morzhol Prod

- Ar stirad « 13 munud e Breizh », produet gant Brezhoweb

Rummad Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

- Edern Perennoù, klañvdiour evit kas bemdez e labour e brezhoneg

- Kerfood SARL (Carabreizh) evit panellerezh diavaez an embregerezh

- Le Finistère Assurances evit ar gevrat bag-vale kinniget e brezhoneg

Rummad Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

- Brieg Guerveno evit e bladenn « ‘Vel ma vin » embannet e ti LP éditions pe stumm niverel

- Nava, strollad Jañlug er Louel, evit ar bladenn « Peroked » embroduet

- Madelyn Ann evit « Din eo » ha kanaouennoù all (tonioù war ar Genrouedad)

Rummad Brezhoneger.ez ar bloaz

- Per Morvan evit e labour divent kaset war-zu an NTKK dieub

- Sandrine Lefebvre-Hubert evit bezañ desket brezhoneg ha savet levrioù evit ar vugale

- Stefan Carpentier evit e chadenn war You tube ma kinnig abadennoù obererezhioù korf

Evit gouzout hiroc'h, klikañ amañ.

Bodet e vo ar juri un eil gwech, d'an 20 a viz Meurzh, evit divizout piv a vo loread pep rummad.

Skignet e vo lid-reiñ ar Prizioù d'ar Gwener 26 a viz Meurzh war bretagne.france3.fr da 8e30 g.m. ha d'ar Sul 28 a viz Meurzh war France 3 Bretagne da 10e10 a.m.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0