Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sinet eo bet an Emglev Ya d'ar brezhoneg gant Kevrenn Alre

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 08/09/2020

Dalc'het eo bet al lid-sinañ d'ar 5 a viz Gwengolo 2020

D’ar Sadorn 5 a viz Gwengolo 2020 he doa sinet Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez Ofis publik ar brezhoneg, an Emglev Ya d’ar Brezhoneg gant Damien Moulin, prezidant Kevrenn Alre.

Lena Louarn he deus lavaret, dirak un toullad dilennidi - en o mesk Claire Masson, maerez an Alre ha Kaourantine Hulaud, kuzulierez-rannvro ha dirak dileuridi kevredigezhioù a-bep seurt, tolpet-holl e sal Peron en Alre - e oa a-bouez-bras kas war-raok ar brezhoneg hiziv an deiz war dachennoù nevez.

E bed ar sonerezh hag an dañs e vez graet gant ar brezhoneg gant ur bern arzourien dija met, betek-henn, ne oa ket kalz a vagadoù bet divizet ganto lakaat ar brezhoneg war wel.

Kevrenn Alre he deus divizet kas 6 ober da benn : kartennoù hetoù, pedadennoù aozet gant ar bagad, logo, panellerezh ar framm, oberoù brudañ, oberoù dibar d’ar framm : deskiñ sonennoù e brezhoneg...

Ar bagad Kevrenn Alre eo ar 779vet framm prevez bet sinet an Emglev Ya d’ar brezhoneg gantañ.

distreiñ da roll ar c'heleier