D’ar Sadorn 5 a viz Gwengolo 2020 he doa sinet Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez Ofis publik ar brezhoneg, an Emglev Ya d’ar Brezhoneg gant Damien Moulin, prezidant Kevrenn Alre.
Lena Louarn he deus lavaret, dirak un toullad dilennidi - en o mesk Claire Masson, maerez an Alre ha Kaourantine Hulaud, kuzulierez-rannvro ha dirak dileuridi kevredigezhioù a-bep seurt, tolpet-holl e sal Peron en Alre - e oa a-bouez-bras kas war-raok ar brezhoneg hiziv an deiz war dachennoù nevez.
E bed ar sonerezh hag an dañs e vez graet gant ar brezhoneg gant ur bern arzourien dija met, betek-henn, ne oa ket kalz a vagadoù bet divizet ganto lakaat ar brezhoneg war wel.
Kevrenn Alre he deus divizet kas 6 ober da benn : kartennoù hetoù, pedadennoù aozet gant ar bagad, logo, panellerezh ar framm, oberoù brudañ, oberoù dibar d’ar framm : deskiñ sonennoù e brezhoneg...
Ar bagad Kevrenn Alre eo ar 779vet framm prevez bet sinet an Emglev Ya d’ar brezhoneg gantañ.