Spilhennig zo bet roet da vugale CM2 Skol Diwan Felger gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB, d’ar Yaou 25 a viz Mezheven 2020.
Krouet eo bet Spilhennig gant an OPAB. Reiñ a ra da c’houzout d’ho kendivizer e vez komzet brezhoneg ganeoc’h hag e ro an tu d’ober gant ar yezh diouzhtu-dak ha dichipot. Fouge a vez en dud a laka anezhi war o chupenn da ziskouez e c’hellont mont e brezhoneg.
Digoret e oa bet skol Diwan Bro Felger e 2014. 6 vloaz diwezhatoc’h ez a kuit d’ar skolaj ar rummad kentañ en deus desket brezhoneg eno. Reiñ Spilhennig d’ar vrezhonegerien yaouank-se a ro an an tu ivez da dalvoudekaat ar barregezhioù yezh o deus tapet en hentad divyezhek.
E pep lec’h e Breizh ez a an divyezhegezh war-raok. E distro-skol 2019 e oa tost da 19 000 skoliad er c’helenn divyezhek hag ar sifr-se a gresk a vloaz da vloaz. Ur skouer vat eus ar startijenn-mañ eo Skol Diwan Felger.