Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al label Ya d'ar brezhoneg gant Dour ha Sterioù

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 22/06/2020

Dour ha Stêrioù Breizh a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg hag a resev al label a live 1

Abalamour d’ar pandemiezh n’eus ket bet moaien da aozañ ul lid sinañ ha da reiñ al label dirak izili ar gevredigezh ha dileuridi an OPAB. Met ur videoprezegenn zo bet aozet d’ar Sadorn 20 a viz Mezheven 2020 da-geñver emvod meur ar gevredigezh.

An it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB he deus gallet reiñ da Dour ha Sterioù Breizh, dileuriet gant he frezidant an ao. Alain Bonnec, al label a live 1 eus an Emglev Ya d’ar brezhoneg.

6 ober a zo bet kaset da benn vat gant ar gevredigezh he deus gellet tizhout dre-se al label kentañ : embannet he deus kartennoù hetoù ha kartennoù-bizit divyezhek ; enrollet ez eus bet ur gemennadenn divyezhek war responter ar gevredigezh ; staliet eo bet ar c’hit pegsunioù henchañ e lec’hioù zo eus burevioù ar gevredigezh (degemer, sal emvod, privezioù ha kement zo) ; embannet e vez ur pennad e brezhoneg er gazetenn ; paper-lizher ar gevredigezh a zo kinniget en 2 yezh.

Abalamour d’he emouestl e c’hall ar gevredigezh, a zo enni 100 kevredigezh ezel ha 1000 den a youl-vat, en em gavout e-touez ar 778 a sinerien brevez all (embregerezhioù, kevredigezhioù, servijoù) o deus kemeret perzh en Emglev c’hoazh.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob