Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Plonevez-Porzhe

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 17/12/2019

5 ober a zo bet dibabet gant ar c’huzul-kêr gant ar soñj tizhout al live 1 eus ar garta

Staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; embann pedadennoù divyezhek evit an holl abadennoù sevenadurel ; kinnig ul logo divyezhek nevez ; lakaat enlinenn ur stumm brezhonek eus al lec’hienn ; staliañ plakennoù-straed divyezhek pa vez digoret straedoù nevez pe pa ranker nevesaat ar re gozh : sed aze ar 5 ober dibabet gant kumun Plonevez-Porzhe.

Un engouestl deuet da wir da-heul al lid-sinañ a zo bet dalc’het d’ar Meurzh 17 a viz Kerzu 2019. Bodet e oa bet un daou-ugent den bennak evit kemer perzh ennañ en-dro d’an ao. Paul Divanac’h, maer ha besprezidant KK Pleiben-Kastellin-Porzhe hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik.

En he frezegenn he deus graet anv an it. Lena Louarn eus stad ar c’helenn divyezhek en tiriad tro-war-dro ha broudet he deus Plonevez-Porzhe da labourat a-benn kaout un hentad divyezhek en amzer-da-zont tost.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0