Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sant-Nazer, 1añ kumun labelaet el Liger-Atlantel

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 08/12/2019

Roet eo bet he label kentañ d’ar 6 a viz Kerzu 2019 d’ar gumun, m’emañ hi engouestlet en argerzh abaoe 2015

Dalc’het eo bet lid-reiñ al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 e ti-kêr Sant-Nazer dirak an ao. David Samzun, maer, an it. Lena louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, an ao. Patrice Bulting hag an ao. Jean-Jacques Lumeau, eilmaered ha dilenndi dave, koulz hag ur bern tud.

Kaset ez eus bet da benn vat 5 ober gant kumun Sant-Nazer, gwiriekaet gant an OPAB : ar panelloù mont tre ha mont kuit zo divyezhek, ur gevrat-kefridi zo bet sinet etre an OPAB hag an Ti-kêr, bep bloaz e vez skignet skritelloù da vrudañ ar c’helenn d’an dud deuet e arsavioù-bus ar gumun, an dalc’had levrioù brezhonek zo bet bouetaet ingal a vloaz da vloaz. Kroget eo da labourat war tachenn ar brezhoneg er skolioù ivez dre un tañva d’ar yezh e skolioù publik zo.

En e brezegenn en deus embannet an ao. David Samzun e oa unvan soñj ar C’huzul-kêr war ar brezhoneg. Ha ne fell ket d’an Ti-kêr chom a sav d’ar poent m’emañ : labourat a ra evit diorren kinnig ar c’helenn divyezhek e rouedad ar skolioù publik. Digoret e vo un hentad divyezhek er skol Gambetta en distro-skol 2020.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0