Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Labelaet eo bet Plouared

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 23/09/2019

Meur a zilennad a oa e Plouared d’an 30 a viz Eost 2019 da-geñver lid-reiñ al label

Bodet e oa an ao. Christian ar Fusteg, kuzulier-kêr, an it. Gaby Kadioù, eilmaerez hag an it. Florence ar Gall, kuzulierez-kêr, tro-dro d’an it. Anne Bras-Denis, maerez, evit degemer an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB, d’al lid ma oa ivez un toullad dilennidi all eus an tolead.

3 ober a sell ouzh ar panelloù a zo bet kaset da benn gant Plouared : staliet ez eus bet panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun, war an ti-kêr hag ennañ hag er savadurioù a vez en e zalc’h.

Krouet en deus ivez ul logo divyezhek, savet pedadennoù d’e zarvoudoù en div yezh, koulz hag ar pennad-stur evit ar c’hannadig-kêr hag e baper-lizher.

Kemer a ra perzh ivez er c’houlzad kelaouiñ evit an oadourien a fell dezho deskiñ brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0