Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gant Sonamb’ eo bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 23/09/2019

D’ar Merc’her 18 a viz Gwengolo 2019 he deus sinet Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an OPAB, an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Jeraldin Beaumont, besprezidantez skol sonerezh Sonam’.

Lena Louarn he deus lâret, dirak an dud tolpet e sal liezimplij Kernourz e Kervignag, e oa a bouez bras kas ar brezhoneg war-raok war dachennoù nevez.

E bed ar sonerezh hag an dañs e vez ur bern arzourien a ra dija gant ar brezhoneg met, betek-henn, ne oa ket kalz a skolioù bet divizet ganto lakaat ar brezhoneg war-wel.

Skol sonerezh Sonam’, enni 250 ezel warlene, he deus divizet diorren plas ar brezhoneg war meur a skor : responter ar framm, sielloù, logo, lec'hienn internet, oberoù brudañ. Lakaet e vo e plas ganti un ober dibar : stalioù kanañ e brezhoneg evit ar vugale.

Skol sonerezh Sonam’ zo ar 774vet framm prevez bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg gantañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0