Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ofis publik ar brezhoneg e Bro Euskadi

Web gwelet en he brasañ Olier ar Mogn, rener skiantel an OPAB

Kendalc'h 19/06/2019

An Ofis en deus kemeret perzh e kendalc’h Akademiezh an euskareg

D’an 13 ha 14 a viz Mezheven e oa bet Olier ar Mogn, rener skiantel an Ofis publik o kemer perzh en ur c’hendalc’h gouestlet d’an anvadurezh aozet gant Euskaltzaindia, Akademiezh an euskareg, e Vitoria Gasteiz, da-geñver kantvet pennbloaz an ensavadur.

Un digarez eo bet evit kinnig al labour a vez graet e Breizh war tachenn al lec’hanvadurezh hag ar panellerezh divyezhek.

Gallet ez eus bet eskemm ivez gant Euskariz, Galiziz, Katalaned hag Okitaned. Ha pa vefe disheñvel stad an traoù e pep bro ez eus bet gallet keñveriañ an doareoù da labourat ha gwelet pegen heñvel e chom an dalc’hoù a vro da vro.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob