Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Reudied, an 200vet kumun gant Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 09/11/2018

5 ober eus ar garta a vo kaset da benn gant Reudied dindan 3 bloaz : tizhout al label a live 1 eo ar pal.

Kensinet eo bet ar garta d’ar Merc’her 7 a viz Du 2018 gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB hag an ao. Gérard Allard, maer Reudied, dirak an ao. Philippe Puiroux ha Yann Quéméneur, dilennidi dave evit heuliañ ar garta.

Divizet ez eus staliañ panelloù divyezhek mont-tre ha mont kuit, sinañ ur gevrat-kefridi gant an OPAB, pinvidikaat an dalc’h levrioù brezhonek er vediaoueg ha skoazellañ treuzkas ar yezh dre sikour ar c’hentelioù d’an dud deuet (dre gemer perzh er c’houlzad brudañ « Plijus » ha lakaat e plas ur chekenn kentelioù-noz).

Dre ma’z eo an 200vet kumun o vont gant ar c’houlzad “Ya d’ar brezhoneg” ez eus bet roet sifroù alc’hwez gant Lena Louarn. An 200 kumun-se a zo enno 1,8 milion a dud o vevañ, da lavaret eo 40% eus ar Vretoned. Ouzhpenn 1000 ober a zo bet kaset da benn ganto ha labelaet gant an OPAB. Bet ez eus muioc’h eget 1500 emvod gant Ajañs Diorren an Ofis Publik evit eskemm gant an dilennidi hag ambroug anezho war-lerc’h.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob