Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ul levrig-c’hoari evit ar re 8-10 vloaz

Web gwelet en he brasañ

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 12/09/2018

Emañ Mirdi ar Ragistor e Karnag o paouez embann ul levrig brezhonek evit reiñ tro d’ar vugale da weladenniñ an diskouezadeg « Callaïs ».

Goude bezañ embannet fichennoù pedagogel divyezhek evit kinnig dastumadoù hag istor mirdi Karnag ez eus bet savet gantañ ul levrig-c’hoari brezhonek evit skolidi an 3e kelc’hiad.

Gant ar benveg nevez-mañ e c’hallint gweladenniñ en ur doare dudius an diskouezadeg berrbad "Callaïs" diwar-benn ar bravigoù savet 6500 vloaz zo e mein variskit.

Gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis publik eo bet troet al levrig-se.

Evit mont e darempred gant ar mirdi : 02 97 52 66 36 pe contact@museedecarnac.fr

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0