Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Label 1 Ya d’ar brezhoneg roet da Greizenn ar Son e Kawan

Web gwelet en he brasañ Silvi Toupin, Lena Louarn, Jean-Yves Monfort

Ya d'ar brezhoneg 25/05/2018

D’ar 27 a viz Ebrel 2018 e oa bet roet al label a live 1 da Greizenn ar Son

E Kawan e oa bet dalc’het al lid-reiñ al label dirak an it. Silvi Toupin hag an ao. Jean-Yves Monfort, kenbrezidanted ar Greizenn, hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB.

6 ober a zo bet kaset a-benn bremañ : kemennadenn ar responter, ar pedadennoù, al logo ha teuliadoù melestradurel ar framm a zo divyezhek ; al lizhiri pe ar posteloù a c’hall bezañ skrivet e brezhoneg. Krouet ez eus bet ur post-labour a rank bezañ ur post divyezhek brezhoneg-galleg, evit luskañ ar gweladennoù e brezhoneg. Sed aze un ober a-bouez evit ar vrezhonegerien yaouank a vez niverusoc’h-niverusañ peogwir e ro an tu da ziorren ar bevañ e brezhoneg e-maez ar skol.

He mad he deus Kreizenn ar Son eus al lid-mañ evit sinañ live 2 an Emglev Ya d’ar brezhoneg, gant ar c’hoant da vont pelloc’h. Aet eo kalzik war-raok dija en argerzh peogwir ez eus bet staliet e tro 40 panell divyezhek war al lec’h. Lañs brav zo gant al lusk-mañ da gas an 18 ober dibabet da benn evit tizhout live 2 an Emglev.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob