Dalc’het e oa bet al lid d’ar Yaou 16 a viz Du 2017 er mirdi dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh, an ao. Michel Sohier, rener ar mirdi, an ao. Daniel Le Caer, maer Sant-Nikolaz-ar-Pelem hag an ao. Yannig Kerlogod, kannad.
Estreget ar skoroù divyezhek savet evit ar c’hartennoù hetoù, ar c’hartennoù bizit, ar pedadennoù, ar responter, al logo hag ar sielloù ez eus bet savet, gant skipailh ar mirdi, fichennoù pedagogel e brezhoneg o lakaat da bal kinnig, da vugale ar c’hlasoù divyezhek a zeu d’ober anaoudegezh gant ar mirdi, ur servij e brezhoneg penn-da-benn.
Tutaet ez eus bet ivez 2 vuhezour brezhonek evit luskañ gweladennoù an arvesterien yaouank.
An evezhiadennoù0