Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol 2017

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn ha Thierry Terret

Deskadurezh 05/10/2017

Emvod-kelaouiñ d'an 3 a viz Here 2017 e Beuzid-ar-C'hoadoù gant Rektor Akademiezh Roazhon

Evit lakaat war wel distro-skol ar c'helenn divyezhek eo bet an It. Lena Louarn, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh karget eus yezhoù Breizh ha Prezidantez an OPAB, hag an Ao. Thierry Terret, Rektor Akademiezh Roazhon, e skol Charles Tillon e Beuzid-ar-C’hoadoù (35) m'emañ unan eus an 12 hentad divyezhek a zo bet digoret en distro-skol-mañ. Web gwelet en he brasañ

12 skol nevez er 1añ derez e 2016/2017, 12 adarre e 2017/2018 hag 8 skolaj ouzhpenn gant un hentad divyezhek : an emglev Stad-Rannvro 2015-2020 en em laka e plas tamm-ha-tamm ha labour an OPAB e kenlabour gant an Deskadurezh-Stad a daol frouezh. En holl ez eus bet digoret 55 klas divyezhek hag an niver a skolidi a zlefe tremen en tu all da 17.000 en distro-skol-mañ en Akademiezh Roazhon (ouzhpenn 20.000 eo pal an emglev a-benn 2020).

730 skoliad zo en Akademiezh Naoned ivez.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob