Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ti-kêr Pontekroaz

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 02/10/2017

Da-heul ar vot a-du gant ar garta e miz Genver 2017 ez eus bet aozet, gant ti-kêr Pontekroaz d’ar 15 a viz Gwengolo 201,7 ul lid-sinañ ma‘z eus bet ouzhpenn 100 den o kemer perzh.

En o zouez e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Benoît Laurioù, maer, an ao. Alex Kerivel, kuzulier-kêr ha den dave evit ar garta, an it. Jocelyne Poitevin hag an ao. Didier Guillon, kuzulierien-departamant Penn-ar-Bed.

Live 2 ar garta a zo bet dibabet gant an Ti-kêr gant 11 ober da gas dindan 3 bloaz. Sed amañ a-is ar roll anezho :

Panelloù divyezhek da vont e-barzh hag e-maez ar gumun ; pedadennoù divyezhek evit an abadennoù aozet gant an Ti-kêr ; responter an ti-kêr divyezhek ; logo ar gumun divyezhek ; paper lizher divyezhek ; kemer perzh e koulzad brudañ ar c’hentelioù brezhoneg evit an oadourien ; Diorren ar c’helenn divyezhek er gumun ; degemer e skolioù divyezhek ar gumun ar vugale a zeu eus kumunioù hep tamm kinnig divyezhek ; paeañ an treziad-skol evit skolidi ar skolioù Diwan ; arc’hantaouiñ pe sevel kentelioù tañva d’ar brezhoneg war an amzer skol e skolioù ar gumun ; kemer ar varregezh “brezhoneg” e kont pa vez tutaet buhezourien.

An Ti-kêr en deus sikouret, en un doare efedus-kenañ, krouidigezh ur skol Diwan er gumun. Se a zo kaoz e oa bet roet dezhañ 3de priz dazont ar brezhoneg e 2016.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob