Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kenstrivadegoù 2018 evit mont da gelenner.ez : digor an enskrivadurioù

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 14/09/2017

14/09

Betek an 12 a viz Here 2017 eo digor an enskrivadurioù evit ar c'henstrivadegoù da vont da gelenner.ez.

Evel warlene ez eus tu da lakaat e anv evit Kenstrivadeg Tuta Kelennerien ar Skolioù dibar (69 post zo bet kinniget e dalc'h 2017, 67 anezho e Akademiezh Roazhon o vezañ ma tle bezañ da nebeutañ 15% hag an abretañ ar gwellañ 20% eus hollad postoù an Akademiezh a yafe gant ar c'helenn divyezhek, diouzh an Emglev Stad-Rannvro) hag evit ar C'hAPES brezhoneg.

Ar C'hAFEP a vo addigoret ar bloaz-mañ hag evit ar wech kentañ e vo digoret an agregadur war ar brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier