Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Koulzad Plijus 2017

Web gwelet en he brasañ

Kelenn d'an oadourien 15/09/2017

E Ti ar Vro Sant-Brieg ez eus bet roet lañs da 18vet koulzad brudañ ar c'helenn d'an dud deuet.

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn ha Fulup Jakez dirak ar gazetennerien

Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik ha Fulup Jakez, rener an OPAB, o deus diskouezet skeudenn nevez ar c'houlzad da vrudañ ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien.

6600 skritell, 17000 plegfollenn ha 9000 flyer a vo skignet gant ouzhpenn 260 ti-kêr ha gant sikour an departamantoù. Dafar a vo evit ar c'hevredigezhioù ivez (kartennoù-ezel ha deiziataerioù da skouer).

Sifroù pennañ ar c'helenn d'an dud deuet zo bet embannet ivez : meur a lec'h nevez a vo evit deskiñ brezhoneg dre gentelioù sizhuniek pa gendalc'h ar stummadurioù hir da vont war-raok ivez gant harp ar C'huzul-rannvro.

distreiñ da roll ar c'heleier