Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sinadur an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Kevread Studierien Breizh-Izel

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 11/05/2017

Sinadur an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Kevread Kevredigezhioù Studierien Breizh-Izel

Lid-sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Kevread kevredigezhioù studierien Breizh-Izel zo bet dalc’het e skol-veur Brest d’ar Merc’her 26 a viz Ebrel 2017 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Corentin Gattus, prezidant ar gevredigezh hag an ao. Ronan Divard, mestr prezegenner.

En e brezegenn eo bet displeget gant an ao. Corentin Gattus ez eus bodet tost da 40 kevredigezh er c’hevread hag emaint holl a-du da gas 9 ober da benn evit ma vo gwelet hag implijet muioc’h ar brezhoneg er c’hampus. Diskuliet eo bet gant ur sontadeg e oa 90% eus ar studierien a oa a-du gant ar mennozhioù-se.

An ao. Ronan Divard, den dave evit ar brezhoneg, en deus embannet e oa laouen gant an diviz-mañ a ya da-heul an hini bet kemeret gant renerezh SVBI. An it. Lena Louarn, goude bezañ kaset da soñj d‘an holl politikerezh yezh Rannvro Breizh, he deus lavaret e vez krouet postoù labour gant ar brezhoneg, ar pezh a zigor hentoù nevez d‘ar studierien.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0