Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al label Ya d’ar brezhoneg live 2 evit Ti ar vro Bro Kemperle

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 12/04/2017

Al label Ya d’ar brezhoneg live 2 evit Ti ar vro Bro Kemperle

Roet e oa bet al label a live 2 d’an ao. Jean-Louis Jaouen, prezidant Ti ar vro Bro Kemperle gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik, d’ar Gwener 10 a viz Meurzh 2017 dirak an it. Lenig Duigou, kenurzhierez, an it. Aline Aupy, teñzorerez, hag un toullad izili eus an Emglev-bro-se.

Gant 17 ober kaset da benn ez eo deuet ar brezhoneg da vezañ benveg ar vuhez pemdez e mont en-dro Ti ar vro bro Kemperle.

An it. Lena louarn he deus embannet e oa bamus al labour graet gant Ti ar vro Bro Kemperle abaoe m’eo bet krouet ar framm, hag e c’hall bezañ kemeret da skouer. A-benn nebeut moarvat e vo tizhet live 3 an emglev Ya d’ar brezhoneg gantañ.

Displeget he deus ivez pegen niverus e oa an araokadennoù evit diorren ar brezhoneg e takad Kemperle Kumuniezh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0