Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Enklask war zanvez-skolaerien evit ar skolioù Diwan

Web gwelet en he brasañ

Dorioù digor 28/02/2017

Dorioù digor er greizenn Kelenn d’ar Sadorn 4 a viz Meurzh 2017 : kinniget e vo ar Master Kelenn dre soubidigezh hag ar stummadurioù all

Digoret e vo dorioù Ensavadur Meur Stummañ ar skolioù Diwan « Kelenn », staliet e Kemper ma vez kinniget stummadurioù evit ar c’helenn dre soubidigezh e pemp departamant Breizh, d’ar Sadorn 4 a viz Meurzh 2017, etre 2e ha 5e goude merenn.

Da 2e30 e vo kinniget ar stummadurioù d’an danvez studieren ha d'ar stajidi gant an dud karget eus ar stummadurioù e Diwan.

Kinniget e vo e-pad an eskemm-se :

- ar Master MEEF-EBI « kelenn divyezhek dre soubidigezh » evit danvez kelennerien ar c’hentañ derez ;

- stummadur a bep eil evit ar stajidi kelennerien eus an eil derez ;

- ar stummadur hir war ar brezhoneg anvet « mestroniañ ar brezhoneg war-zu micherioù ar c’helenn » digor d’an holl, ne vern pelec’h e vo an dud o labourat en amzer-da-zont.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob