Abaoe 7 vloaz zo e labour ingal Ofis Publik ar Brezhoneg gant Servijoù teknikel Kêr Lannuon evit ma vo divyezhek ar panelloù tamm-ha-tamm (plakennoù-straed, panelloù-heñchañ, panellerezh diabarzh savadurioù 'zo ha panelloù-titouriñ a bep seurt)
Goulenn a ra ar Servij Glad Yezhel kaout ar maketennoù da adlenn bep tro, ha kaout evel-se an tu da zivankañ ar vioù-koukoug, lemel ar mankoù hag adsevel ar maketennoù evit ma vo kinniget un divyezhegezh a galite ar muiañ ma c'haller.
Warlene ez eus bet labouret war ur chanter ispisial : panellerezh divyezhek Kreizenn Santez Anna ha mediaoueg nevez Kêr Lannuon. Staliet ez eus bet un toullad kaer a banelloù ha peget forzhik menegoù evit titouriñ an dud, evel zo dleet, er gouent renevezet. Ar menegoù a zeu war-wel e brezhoneg enni evel ma teuont e galleg. Kempouez eo an div yezh neuze, dre-vras.
Gant ar greizenn-mañ en deus Yann Vrezhoneger un ti foran ouzhpenn ma c'hallo bezañ heñchet mat ennañ, en e yezh.
An evezhiadennoù0