Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazell d’an treiñ oberennoù lennegel : 18 titl embannet

Web gwelet en he brasañ

Lennegezh 05/12/2016

E 2013 he doa divizet Rannvro Breizh broudañ an treiñ oberennoù lennegel eus glad ar bed e brezhoneg ha kefridiet e oa bet an OPAB ganti da luskañ ar programm-se.

A-drugarez d’ur c’henlabour frouezhus etre tiez-embann ha troourien ez eus bet tu da embann betek-henn 18 levr e brezhoneg troet diwar o yezh orin.

Un toullad titloù all, tennet eus ur roll savet gant ur bodad “treiñ lennegel” bet savet a-ratozh gant an OPAB, a zo war ar stern ivez.

E-touez ar re nevez deuet er-maez e kaver : Ar beskont daouhanteret gant Italo Calvino, Ur person evit Enez Sun gant Henri Quéfellec, Bravigoù Tiffany gant Truman Capote ha Galv ar bed Gouez gant Jack London.

Danvezioù liesseurt ha doareoù disheñvel a zo kinniget aze, peadra d’ober profoù kaer da-geñver gouelioù dibenn ar bloaz.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

2 evezhiadenn

An evezhiadennoù2

  • lenner d'an 09/12/16 e 23h37
    Ur servij publik ne dlefe ket ober bruderezh evitañ e-unan hepken met kelaouiñ an dud ervat ivez ... Troidigezhioù zo skoazellet eta, ha re all n'int ket ... Setu perak e karfenn goulenn : pere eo an oberennoù embannet a zo bet skoazellet, hag ar re n'int ket bet ? Evel-se e c'hallo al lennerien o deus c'hoant da skoazellañ ivez an embannadurioù na vezont ket skoazellet [...]
  • skriver d'an 07/12/16 e 17h52
    un tamm titour bennag all a vije mat da c'houzout : pesseurt sammad arc'hant a vez roet da bep troer evit pep troidigezh? bennoz deoc'h evit ho rispont.