Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Raktres skeudennaoueg dre gomz

Web gwelet en he brasañ

Evit ar vugale 17/10/2016

Kaset he deus da benn TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, troidigezh termenoù ha frazennoù ar skeudennaoueg dre gomz empentet gant ur stlennegour a-vicher.

16 albom a ya d’ober an arload, ennañ ouzhpenn 200 skeudenn ha 5000 tra diskouezet disheñvel. Geriaoueg ar vuhez pemdez pe termenoù teknikeloc’h a-wechoù a gaver aze.

Bez ez eus eus ar skeudennaoueg dre gomz e meur a yezh dija evel ar saozneg, ar galleg, ar sinaeg, ar rusianeg pe ar c’horeeg da skouer. Reiñ a ray an tu da selaou ar gerioù, da adlavaret anezho, d’o enrollañ, evit anavezout gerioù nevez pe pinvidikaat e c’heriaoueg.

Talvoudus-kenañ e vo ar benveg-mañ evit an deskidi, an oadourien koulz hag ar vugale, evit tud bugale skoliataet er c’helenn divyezhek, evit ar skolioù…

Emañ ar raktres war-nes dont da wir.

Evit gouzout hiroc’h, klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0