E 2016, evit ar 39vet distro-skol diouzh renk, e talc'h ar rouedad skolioù d'en em zispakañ : lec’hioù zo bet digoret er 5 departamant. N’eo nemet an 3e gwech e c’hoarvez kement-se (goude 2009 ha 2012). 12 lec’h nevez zo bet digoret er 1añ derez. An 9 lec’h bet digoret gant an hentad publik a c’hoari kalz en disoc’h-se : ar wech kentañ eo ez eus kement a lec’hioù divyezhek o tigeriñ er 1añ derez publik.
Gant an emglev Stad-Rannvro diwar-benn treuzkas ar yezh bet degemeret e 2015 eo aesaet astenn ar rouedad skolioù.Kresket eo ar c’hinnig en eil derez publik goude m’eo bet adwelet kartenn ar poloù en nevezamzer ivez.
En akademiezh Roazhon ez eus bremañ 16 313 skoliad hag, en o zouez, 12 436 skoliad en deskadurezh par-ouzh-par (7 436 er publik ha 5 219 en deskadurezh katolik). En akademiezh Naoned ez eus 711 skoliad, a-hend-all (en o zouez, 346 skoliad en deskadurezh par-ouzh-par). 4 242 skoliad zo e rouedad Diwan etre an 2 akademiezh.
Kenderc’hel a ra an niver a skolidi divyezhek da greskiñ. 679 skoliad divyezhek ouzhpenn zo e 2016 etre an 2 akademiezh, ar c’hresk kreñvañ abaoe 2009. Da 4,2% e sav ar c’hresk hollek, a-us da geidenn ar prantad 2010-2015 (+3,8%), ar pezh a laka da soñjal e c’hallfe an tuadur bezañ eilpennet goude bloavezhioù gorrekaat.
Izel eo feur kreskiñ ar skolioù-mamm en holl hentadoù avat. E Penn-ar-Bed e tigresk un tamm an niver a skolidi divyezhek er skolioù-mamm zoken. Pouezus eo kenderc’hel da astenn rouedad ar skolioù-mamm, neuze, a-benn degemer muioc’h-mui a skolidi el live-se ha kreñvaat da-heul ar sifroù all betek al lise.
Evit mont war-raok er c’heñver-se e vank atav ur steuñv diorren kentañ savet gant an Akademiezh evit diorren ar c'helenn divyezhek. En distro-skol-mañ avat ez eus bet kemennet gant Akademiezh Roazhon e vo savet ur sturfollenn diwar-benn diorren ar c’helenn divyezhek.
Klikit amañ evit lenn teul an OPAB en e bezh.