Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Plijus 2016

Web gwelet en he brasañ Fulup Jakez, Solange Creignou ha Lena Louarn

Kelenn d'an oadourien 05/09/2016

Roet e oa bet lañs da 17vet koulzad brudañ ar c'helenn d’an dud deuet e ti Kuzul-departamant Penn-ar-Bed e Kemper d’ar 6 a viz Gwengolo 2016.

Web gwelet en he brasañ

An it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Solange Creignou, besprezidantez ar C’huzul-departamant dileuriet war ar brezhoneg hag an ao. Fulup Jakez, rener OPAB, o deus kinniget skeudenn ha dafar nevez ar c’houlzad.

6700 skritell e meur a vent hag ouzhpenn 20 000 flyer a vo skignet e Breizh a-bezh gant sikour 275 kumun ha DPKE. Skritelloù bras a vo e rouedad arsavioù-bus Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed hag al Liger-Atlantel. E lec’hienn genrouedad Kuzul-rannvro Breizh e vo brudet ar c'houlzad ivez.

Ouzhpenn 30 aozadur kelenn d’an oadourien o deus bet dafar da vrudañ o c'hentelioù ha da bourchas skoroù boutin d'o izili (kartennoù-ezel, kartennoù-kemmadurioù, deiziataerioù...).

Evit gouzout hiroc’h ha kavout ho stummadur : 0820 20 23 20 pe klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0