An it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, an it. Solange Creignou, besprezidantez ar C’huzul-departamant, dileuriet evit ar brezhoneg hag an ao. Ehouarn Auffret, kuzulier war ar stummañ er KBMPT o deus degemeret ar gazetennerien d’ar Meurzh 5 a viz Gouere 2016 e ti departamant Penn-ar-Bed evit sevel ar poent goude ar bloavezh kentañ ha reiñ lañs d’an dalc’hoù nevez.
E 2015-2016, 34 stajiad, dasparzhet etre Gouenoù, Kemper ha Montroulez o deus gellet tennañ gounid eus ur stummadur war ar brezhoneg un devezh ar sizhun (204 eurvezh en holl).
Daou brantad a vo kinniget d’an deraouidi adalek miz Gwengolo 2016 betek miz Mezheven 2017 e Gouenoù ha Kemper adarre. Nevezenti ar bloaz : un dalc’h peurzeskiñ a vo aozet e Kastellin.
GWASTASMed, hanterourien sevenadurel, buhezerien pe adklañvdiourien, evit reiñ un nebeud skouerioù, hag ivez n’eus forzh peseurt gwazour tiriadel eus Penn-ar-Bed a c’hall kemer perzh er stummadur-se.
Dre m’eo arc’hantaouet gant skodennoù ret ar strollegezhioù tiriadel d’ar KBMPT, ne goust ket keroc’h d’ar strollegezhioù hag e c’hall ar stajidi tapout, da nebeutañ, live A2 ar varregezh war ar yezh e dibenn an dalc’h stummañ.
Evit gouzout hiroc’h : www.cnfpt.fr pe ehouarn.auffret@cnfpt.fr
An evezhiadennoù0