Lid-reiñ al label live 2 ha lid-sinañ evit al live 3 a zo bet dalc’het e ti-kêr Plañvour d’ar Yaou 16 a viz Mezheven 2016 dirak an ao. Ronan Loas, maer, an it. Lena Louarn,besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Hélène Boleis, eilmaerez hag an it. Evelyne Bourgogne, renerez ar sevenadur.
Roet eo bet al label live 2 da Blañvour abalamour da 10 ober bet kaset da benn, (en o zouez an harp bet degaset da zigoradur an hentad divyezhek er skol bublik Robert Desnos) ha bet gwiriekaet gant an Ofis publik.
Divizet ez eus bet gant ar c’huzul-kêr mont donoc’h en e emouestl o tibab kas da benn 5 ober ouzhpenn ac’hann da 3 bloaz. Ar pouez a vo lakaet war stummañ gwazourien ar gumun war ar brezhoneg peurgetket. Rakwelet ez eus ivez kas ul labour bras evit divyezhekaat ar panellerezh.
Trede kumun ar Mor-Bihan eo Plañvour o vezañ votet mont war-zu al label live 3.
An evezhiadennoù0