Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Labelaet e live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg, Plañvour a emouestl evit al live 3

Web gwelet en he brasañ H. Boleis, R. Loas, L. Louarn, E. Bourgogne

Ya d'ar brezhoneg 22/06/2016

Lid-reiñ al label live 2 ha lid-sinañ evit al live 3 a zo bet dalc’het e ti-kêr Plañvour d’ar Yaou 16 a viz Mezheven 2016.

Lid-reiñ al label live 2 ha lid-sinañ evit al live 3 a zo bet dalc’het e ti-kêr Plañvour d’ar Yaou 16 a viz Mezheven 2016 dirak an ao. Ronan Loas, maer, an it. Lena Louarn,besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Hélène Boleis, eilmaerez hag an it. Evelyne Bourgogne, renerez ar sevenadur.

Roet eo bet al label live 2 da Blañvour abalamour da 10 ober bet kaset da benn, (en o zouez an harp bet degaset da zigoradur an hentad divyezhek er skol bublik Robert Desnos) ha bet gwiriekaet gant an Ofis publik.

Divizet ez eus bet gant ar c’huzul-kêr mont donoc’h en e emouestl o tibab kas da benn 5 ober ouzhpenn ac’hann da 3 bloaz. Ar pouez a vo lakaet war stummañ gwazourien ar gumun war ar brezhoneg peurgetket. Rakwelet ez eus ivez kas ul labour bras evit divyezhekaat ar panellerezh.

Trede kumun ar Mor-Bihan eo Plañvour o vezañ votet mont war-zu al label live 3.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob