Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kartenn nevez poloù an eil derez

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha Prezidantez an OPAB, e-kichen Thierry Terret, Rektor Akademiezh Roazhon.

Deskadurezh 22/06/2016

D’an 20 a viz Mezheven 2016 e oa en em vodet Kuzul Akademek ar Yezhoù Rannvroel e Roazhon evit degemer kartenn nevez poloù divyezhek an eil derez.

Resisaat a ra an Emglev Stad-Rannvro 2015-2020 dibar diwar-benn ar yezh e vo adwelet kartenn ar poloù bep 2 vloaz diwar vremañ.

Savet ez eus bet bodadoù-labour e miz Mae d'ober un tamm kempenn da gartenn poloù an eil derez. Aesaat ar c’hendalc’h er skolajoù hag el liseoù eo ar pal ha divizet ez eus bet ouzhpennañ 10 skolaj publik ha 4 skolaj katolik war ar gartenn evit tostaat ar c'hinnig d'an dud.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0