Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

An Alre a zibab al live 1 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 25/05/2016

Ar 6vet kumun eus bro an Alre o vezañ divizet diorren ar brezhoneg dre sikour ar garta eo an Alre goude Pleuwigner, Karnag, Lokmaria-Kaer, Brec’h ha Sant-Filiberzh.

Lid-sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kêr an Alre a zo bet dalc’het d’ar Yaou 19 a viz Mae 2016 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg hag an ao. Joseph Rochelle, eilmaer.

Divizet ez eus bet gant ar c’huzul-kêr kas 6 ober da benn dindan 3 bloaz : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; kinnig pedadennoù en div yezh da-geñver abadennoù sevenadurel ; pennad-stur divyezhek er c’hannadig-kêr ; kemennadenn divyezhek war responter an ti-kêr ; sikour diorren ar c’helenn divyezhek ha niveriñ ar vrezhonegerien war dakad ar gumun.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob