Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Al label Ya d’ar brezhoneg evit Ti an Douristed Kreiz-Breizh

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 27/11/2015

Roet eo bet al label Ya d’ar brezhoneg d’an it. Jeannick Le Collinet, prezidantez Ti an Douristed Kreiz-Breizh, gant an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh.

Evit 8 ober bet kaset da benn evit ar yezh ez eo bet roet al label Ya d’ar brezhoneg live 1 da Di an Douristed Kreiz-Breizh. Sed aze disoc’h ul labour a-feson lakaet e pleustr e bed an touristerezh.

Un ober dibar zo bet kaset da benn tro-dro da lenn Gwerledan. Dre ma oa bet disec’het al lenn abaoe miz Meurzh 2015 e oa bet soñjet gant Ti an Douristed e vije brav kinnig gweladennoù heñchet eus al lec’h souezhus-mañ e brezhoneg. Degas a reomp da soñj e oa bet roet 3e Priz dazont ar brezhoneg da Ti an Douristed er gennad “Kevredigezh” e 2014.

Evit kas ar baleadennoù-se e brezhoneg e oa bet tutaet brezhonegerien neuze. Ouzhpenn 700 den o deus heuliet ar baleadennoù-se.

Kalonekaet gant an disoc’h-se ez eus bet divizet kenderc’hel da ginnig ingal baleadennoù e brezhoneg gant skipailh Ti an Douristed Kreiz-Breizh.

Evit gouzout hiroc’h, pellgargañ ar pezh stag amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0