Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2015 : an disoc'hoù

Web gwelet en he brasañ Luc'hskeudenn : © Yannick Derennes

Brudañ 26/01/2015

Roet e oa Prizioù dazont ar brezhoneg d'an 23.01.15 e Logunec'h.

EMBREGEREZH :

Priz kentañ : Naoned Eyewear, lunedour e Naoned (lec’hienn e brezhoneg, un anv brezhonek da bep re lunedoù).
Eil Priz : Aplud, a grou c’hoarioù e brezhoneg (dudi, da sikour an dud da zeskiñ brezhoneg).
Trede Priz : Instant Gestion en deus krouet ur meziant merañ ha kontrouriezh evit an emembregerien da sevel rakprizioù/urzhioù-prenañ/fakturennoù e brezhoneg.

KEVREDIGEZH :

Priz kentañ : Lusk, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d’ar vabiged.
Eil Priz : EduBreizh, kelenn brezhoneg dre ar Genrouedad, bet krouet ar c'hentañ MOOC evit ar brezhoneg.
Trede Priz : Ya-ouank, lec’hienn-berzhiañ evit ar re yaouank.

LEVR FALTAZI :

Priz kentañ : Bili er mor, danevelloù gant Annie Coz (Emb. Skol Vreizh).
Eil Priz : En-dro d’al lenn-vor, danevelloù gant Jef Gedez (Emb. Al Liamm).
Trede Priz : Ar pezh a blij din, levr evit ar vugale gant Soaz ha Saig Pouldu, skeudennaouet gant Noémie Lassalle (Emb. An Alarc’h).

PLADENN KANET E BREZHONEG :

Priz kentañ : N’int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac’hanomp..., Rhapsoldya (Emb. Paker Prod).
Eil Priz : Koumoul du, gant Jakez & Bleuenn ar Borgn.
Trede Priz : Takenn Dour, gant Arneo (Emb. Compimusic/Coop Breizh RFI).

KLEWELED :

Priz kentañ : An dianav a rog ac’hanon, sevenet gant Avel Corre - Tita Productions.
Eil Priz : Malo, sevenet gant Benjamin Botella, skrivet gant Géraldine Berry hag Etienne Strubel - JPL Films.
Trede Priz : Anavezout Breizh, savet gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot - Skol Vreizh.

STROLLEGEZH FORAN :


Priz kentañ : Mirdi ar paludoù-holen, e Bourc’h-Baz, brezhoneg parouzh-par gant ar yezhoù all er bonnoù etreoberiat.

BREZHONEGER AR BLOAZ :


Priz kentañ : Herve Sebille-Kernaudour, renet gantañ embannadur geriadur brezhoneg Treger-Goueloù Kerne-Uhel Frañsez Vallée (Emb. Kuzul ar brezhoneg).
Eil Priz : Monique Gentil, kengrouet “Mammigoù” gant div vaouez all, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d’ar vabiged.
Trede Priz : Quentin Morvan, bet lakaet gantañ e brezhoneg kanaouenn hollvrudet “Get lucky” krouet gant ar strollad Daft Punk ha graet berzh war ar Genrouedad.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0