Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

.bzh a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 22/10/2014

Ar gevredigezh .bzh, hag he deus bet, gant sikour Rannvro Breizh, an aotre digant an Icann da ziorren an astenn Internet « .bzh », zo o paouez sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg e Kemper d’ar Gwener 17 a viz Here 2014.

Lid-sinañ an emglev-se a zo bet dalc’het e ti-kêr Kemper dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis publik, hag an ao. David Lesnevan, prezidant ar gevredigezh « .bzh ».

An it. Naig Gars, kuzulierez-rannvro hag an ao. Jean-Yves Cozan, kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed a oa war al lec’h ivez. En anv ti-kêr Kemper e oa deuet an it. Isabelle ar Bal, 1 eilmaerez, an ao. Jean-Pierre Doucen, eilmaer karget eus ar brezhoneg hag an ao. Nicolas Gonideg, dileuriad karget eus sevenadur Breizh.

En tu all da ziorren ar brezhoneg dre-vras e vo kinniget gant ar gevredigezh « .bzh » ur stumm brezhonek eus he lec’hienn genrouedad hag e vo tu da lenn keleier e brezhoneg bep sizhun enni.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0