Eus an eil bloaz d'egile e vez kinniget muioc'h-mui a ziduamantoù e brezhoneg.
Gwelet e skramm a-bezh
Estreget ar c'hreizennoù-dudi a ya en-dro bep sizhun e kêrioù zo, e kinniger ivez chomadennoù vakañsoù a vez darempredet gant tost 750 brezhoneger yaouank hag a zeu eus ar skolioù divyezhek. Dre an notenn-mañ e vez displeget penaos digeriñ seurt obererezhioù.
An UBAPAR a vez o kenurzhiañ hag o vrudañ an obererezhioù-se er 5 departamant.
Kinniget e oa bet 32 chomadenn vrezhonek e 2024 gant 12 kevredigezh staliet e pep lec'h e Breizh :
Gant an UBAPAR e vez kinniget ivez stummadurioù diplomus, e brezhoneg, evit mont da vuhezour (DABU) ha da rener (DARE) er c'hreizennoù vakañsoù. Embann a ra levrioù pedagogiezh war ar micherioù liammet ouzh an diduamantoù e brezhoneg.
Obererezhioù eus ar re bouezusañ eo an diduamantoù e brezhoneg evit reiñ an digarez d'ar re yaouank a zo er skolioù divyezhek da vevañ e brezhoneg e-maez ar skol. Un dachenn lec'h ma vez krouet implijoù e brezhoneg eo ivez.
Kinnig a ra an OPAB d'ar strollegezhioù, da-geñver ar garta Ya d'ar brezhoneg, aozañ obererezhioù seurt-se war o zachad.
Klikit war ar poentoù mouk evit kavout lec'hioù ma c'haller gweladenniñ e brezhoneg.