Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Arsellva implij ar yezhoù

Gant Arsellva implij ar yezhoù e vez dastumet, war an dachenn sokioyezhoniel, an titouroù a zo ezhomm evit kompren stad ar brezhoneg hiziv an deiz ha hini ar yezhoù all a vez komzet e Breizh (gallaoueg, yezhoù an enbroidi).

Ar sifr

108 : an niver a c'houlennoù titouroù a oa bet kaset d'an Arsellva e 2019.

Gouzout e peseurt stad emañ an traoù hag ober kinnigoù

Dastum a ra an Arsellva titouroù hag a vez dielfennet ha neuze skignet war-zu an holl dud dre vras hag ar bolitikourien peurgetket, e stumm danevelloù hollek, teulioù war un tem disheñvel bep bloaz, evel hini ar c'helenn da skouer, ha diagnostikoù dre vro.

Kaset e vez enklaskoù da benn war demoù a bep seurt hag a sell ouzh kement tachenn a bouez evit delc'her bev ha diorren ur yezh kehentiñ vodern, forzh pehini e vefe, en Europa ar c'hornôg : an tremen eus an eil remziad d'egile, ar statud hervez lezenn, ar vuhez hag ar galloudoù publik, ar c'helenn, ar mediaoù, ar vuhez armerzhel, relijiel, an embann, ar sport, ar vuhez sevenadurel...

Diwar an enklaskoù-se, a vez nevesaet ingal, e c'haller ober kinnigoù resis war dachennoù termenet strizh evit reiñ lañs da bolitikerezhioù terkañ yezhel. E-giz-se e c'hall an holl anaout gwelloc'h al lañs a zo gant ar brezhoneg hiziv an deiz.

Keleier

En dibab pennadoù Keleier embannet gant Ofis Publik ar Brezhoneg e vez bodet ar pennadoù kazetennerezh pouezusañ diwar-benn ar brezhoneg. Gantañ e c'haller gwelet penaos eo emdroet plas ar brezhoneg er c'hazetennoù abaoe 1993.

Kasit ar pennad-mañ da dud all