Kinniget e vez stummadurioù dibaouez 6 miz-pad, gant 35 eurvezh ar sizhun, er 5 departamant.
Kinniget e vez stummadurioù d'an daoulamm gant 5 aozadur anavezet ez ofisiel e-keñver ar stummadur dibaouez :
Gallout a reer mont pelloc'h ganti gant ur stummadur 3 mizvezh-pad ouzhpenn (mont e darempred gant ar 5 kreizenn-se).
Gant an UCO e vez graet war-dro stummadurioù d'an daoulamm ivez.
Bez' ez eus stignadoù arc'hantaouiñ evit kemer koust ar stummañ e karg :
Evit ar gelennerien eo bet krouet ar stignad "Diskarg stummañ dibaouez" : kemeret vez e karg 100% eus koust ar stummadur ha miret ar gopr a-bezh e-pad ar prantad stummañ. Evit lakaat ho anv kit e darempred gant an DSDEN.
A-hend-all e c'hall ar stajidi a zo e-sell da vont war ar vicher gelenner war ar brezhoneg pe e brezhoneg, pe micherioù war-dro ar vugaligoù, an hanteriñ hag ar yaouankiz, kaout ur skoazell arc'hant etre 1500€ ha 3000€ gant ar stignad Desk arc'hantaouet gant Rannvro Breizh ha departamantoù Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan.
Gant ar stignad Skoazell lañset gant Rannvro Breizh e c'hall ar studierien er « Kelenn divyezhek » lakaat o anv evit kaout ur skoazell evit heuliañ ur PPPE pe LPE hag evit ar Master M2E divyezhek.

















