Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Termbret

TermBret eo kreizenn dermenadurezh Ofis Publik ar Brezhoneg. Krouet e oa bet e 1994 evit klotañ ouzh an ezhommoù nevez a zeue war wel er gevredigezh.

Ar sifr

552 : e 2023 e oa bet graet war-dro 552 goulenn a denn d'an termenadurezh war ar pemdez gant ar servij TermBret, en tu all d'al labour war TermOfis, ar sevel geriaouegi nevez hag al labour gant TES.

Ezhommoù war dachenn an dermenadurezh

Web gwelet en he brasañ

Muioc'h-mui e vez graet gant ar brezhoneg evit tachennoù lec'h na veze ket implijet nemeur a-raok, pe tamm ebet zoken. Se zo kaoz e ranker krouiñ diazezoù termenadurezhioù arbennik e brezhoneg, evel ma vez graet evit kement yezh a zo.

Gant an termenoù-se nevez-degaset er yezh e c'hall ar vrezhonegerien implijout o yezh hep skoilh ebet e kement degouezh a vez.

A-benn seveniñ ar gefridi-se eo ret kas ul labour diazez da benn o soñjal er vrezhonegerien o-unan da gentañ-penn anez ankouaat doujañ da reoladoù etrebroadel an ISO a sell ouzh an dermenadurezh.

Mont en-dro

Web gwelet en he brasañ

TermBret eo ar greizenn vicherel nemeti a labour war dachenn an dermenadurezh e brezhoneg.

Pa vez savet termenoù nevez gant TermBret e vez goulennet digant Kuzul skiantel an Ofis Publik reiñ e ali warno. E-giz-se e vez degemeret an termenoù a vez erbedet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

Gallout a reer kavout anezho e-barzh TermOfis, diaz titouroù enlinenn ar greizenn dermenadurezh : tost 90 000 termen a zo en diaz, ha gwelladenet eo bet pajenn TermOfis 34 700 gwech e 2023.

Gallout a reer kavout anezho ivez e-barzh geriaouegi a bep seurt diwar ezhommoù ar vuhez pemdeziek - 35 temoù zo - embannet gant TermBret (da bellgargañ amañ).

Kasit ar pennad-mañ da dud all