At studierien o deus ur raktres micherel da vont da gelenner.ez divyezhek galleg-brezhoneg a c'hell lakaat o anv evit ar stignad Skoazell diazezet gant Rannvro Breizh. Gallout a rafent bezañ skoazellet ar studierien enskrivet e PPPE pe LPE hentad divyezhek, hag ivez an dud enskrivet e master M2.
Dav eo goulenn an teulioù digant servij Yezhoù Breizh ar C'huzul-rannvro.
Aozet e vez daou zalc'h ar bloaz evit studiañ ar goulennoù (deroù miz Gouere ha fin miz Eost).

















