Donemat e-barzh forom TermBret !
Dre ar forom-mañ e c'hall ar vrezhonegerien kinnig termenoù brezhonek hag a glot gant an ezhommoù yezh a sav evit mont diouzh emdroadur ar bed a vremañ. Gouest eo ar re a gemer perzh ivez da reiñ o soñj war an termenoù a vez kinniget gant ar wiaderien all. Evel-se e c'hall pep hini degas e lod evit pinvidikaat ar brezhoneg.
Taolit pled mat, e brezhoneg ez a ar forom termenadurezh en-dro. Ma fell deoc'h lakaat hoc'h anv evit kemer perzh er gaoz eo ret deoc'h gouzout brezhoneg hag ober gant etrefas brezhonek al lec'hienn.
Petra ober eus "gyroplanche" (e saozneg : "gyroboard"pe "hoverboard")war tachenn an treuzdougen ?
Petra ober eus "neutralité carbone" war tachenn an ekologiezh pe an endro ?
Petra ober eus "Sud global" war tachenn an douaroniezh pe ar politikerezh ?
Petra ober eus "nettoyage social" ("social cleansing" e saozneg) war tachenn ar politikerezh pe ar sokiologiezh ?