Donemat e-barzh forom TermBret !
Dre ar forom-mañ e c'hall ar vrezhonegerien kinnig termenoù brezhonek hag a glot gant an ezhommoù yezh a sav evit mont diouzh emdroadur ar bed a vremañ. Gouest eo ar re a gemer perzh ivez da reiñ o soñj war an termenoù a vez kinniget gant ar wiaderien all. Evel-se e c'hall pep hini degas e lod evit pinvidikaat ar brezhoneg.
Taolit pled mat, e brezhoneg ez a ar forom termenadurezh en-dro. Ma fell deoc'h lakaat hoc'h anv evit kemer perzh er gaoz eo ret deoc'h gouzout brezhoneg hag ober gant etrefas brezhonek al lec'hienn.
Petra ober eus "bulle financière" war tachenn an arc'hant hag an ekonomiezh ?
Petra ober eus "titrisation" war tachenn an ekonomiezh hag an arc'hant ?
Petra ober eus "hater" (e saozneg), "haineur" pe "haïsseur" (e galleg), war tachenn ar stlenneg hag ar rouedadoù sokial ?
Petra ober eus "pieuvre" war tachenn an teknologiezhioù nevez ?