Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

bipolaire D'an 01/09/2015

Den tapet gant strafuilhoù bredel eztaolet dre varradoù birvilh a bep eil gant prantadoù diwaskañ.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
bipolel1 vot 7 %
daoubennek2 vot 14 %
daoubol0 vot 0 %
daoubolel3 vot 21 %
daouimorek6 vot 42 %
daouvlein1 vot 7 %
imordistabil1 vot 7 %

0Diwar-benn ar sontadeg

3Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù3

  • Jil d'an 11/08/15 e 11h14
    Votiñ a ran evit "daouimorek", "daoubennek" zo "bicéphale"
  • fañch d'an 20/07/15 e 18h33
    N'edo ket en va spered penn evit tête e galleg met penn an hent lakomp pe pakañ un dra dre an daou benn. Hag aze evit ar c'hleñved-se eo just ar ger daoubennok a soñjan. Va mignonez a lavar daouspered pe daoudemspered e mod-all
  • Gireg d'an 17/07/15 e 22h02
    Ne blij ket din ar stumm gant an dibenn -ok, rak re lec'hel eo (aod Goueled Leon) ha diamzeret. Ret eo ober kinnigoù da blijout d'an holl vrezhonegerien a-vremañ. Ouzhpenn, daoubennek a zo un dra en deus daou benn (bicéphale).

Kasit ar pennad-mañ da dud all