Fall:
kevnidenn
morgazh
triskell
hag all hag all
uhel-liespellgomz
uhel-liespellgomzer
viche gwell oc’h d’am soñj-me
Pêr d'an 17/05/23 e 23h10
Salud deoc'h tout,
Ma, kavout a ran drol ar c'hinnigoù "kevnidenn bellgomz", "morgarzh pellgomz", "trebez pellgomz".
Me gred e rankfe bezañ an holl ginnigoù-mañ war ar patrom-mañ "ostilh + doareenn" ha n'eo ket "doareen + ostilh".
David d'an 11/05/23 e 22h08
Tro 'vez a-c'houde daou pe dri ble d'implij ar benweg-se er labour hag an hani a zo geneomb a zo ront, bihan, neuze trebez pe triskell ne gouchond ked, a gaw genin.
Benoni d'an 11/05/23 e 10h56
Arabat bez' levezonet gant stumm rik an ardivink w'al luc'hskeudenn (> "trebez", "triskell") ! Pep sort stummoù 'zo d'an traoù-se hag ar garg eo an hini a gont amañ.
Tomaz d'an 10/05/23 e 22h40
Kinniget em eus "pellgomsoueen" pe "bellgomzoueen" met n'on ket sur eo tremenet mat...
Tomaz d'an 10/05/23 e 22h37
Kinnig a ran : "pellgomsoueenn" pe "pellgomzouenn"
W d'an 10/05/23 e 16h18
liespellgomzer
Jil d'an 10/05/23 e 09h05
Trebez zo mat din. Gwelet 'vez mat stumm an trebez war al luc'hskeudenn. Trebez pellgomz 'vefe mat ivez da neuze.
An evezhiadennoù8