Doare da aozañ ar burevioù e lec'h ma c'hall an implijidi en em staliañ er burevioù dieub pe fiziet enno en ur prantad berr, ha n'eo ket e burevioù personel.
Salud deoc'h
Me a lakfe "burev buan"
Ur burev savet buan e n'eus forzh peseurt lec'h
Un tammig mestal ar farz buan
:o)
Olier d'an 11/05/20 e 20h43
swyddfa fflecs e kembraeg... burev fleks kea. fleks / hebleg.
Diaes e kavan a-hend-all skrivañ "heblek*" e-giz ma kavan diaes gwelet skrivet "kengret*".
"Hebleg" a son da'm divskouarn evel un droidigezh plaket. Kinnig a ran : burev diberc'henn
Olier d'an 11/05/20 e 20h33
"labourva" ne zegouezh ket tamm ebet. Labourva = laboratoire
Gireg d'an 11/05/20 e 10h27
1. N'eo ket ur burev a c'haller plegañ ?!
2. Ur burev a c'haller cheñch lec'h dezhañ buan hag aes.
3. Petra eo se, "kestouek" ?
Gireg d'an 07/05/20 e 18h21
Gwelloc'h eo lem-laka din dre ma c'hell ar burev cheñch lec'h. Ar burev n'eo ket hebleg rak n'eo ketgraet e kaoutchoug !
An evezhiadennoù5