Kavout a ran un tammig iskis implij ur ger saoznek evit ar brezhoneg pa hon eus gerioù deomp-ni da ginnig ? Bez ez eus kalz sterioù d'an anv-verb "to spoil", "divulgâcher" e galleg a zo kalz resisoc'h setu perak e soñj din gwelloc'h chom war patrom ar galleg evit ar ster-mañ eus "to spoil".
Katell d'an 19/09/21 e 09h52
riviskignañ
Tomaz d'an 15/09/21 e 23h00
divulgachañ 'ta !
Pêr d'an 15/09/21 e 14h41
Salud deoc'h holl,
Me gav din e klot mat-kenañ "diskuliañ" gant ar soñj "spoilañ/spoiliñ".
Koulskoude e ran gant an daou "diskuliañ" e brezhoneg sul ha "spoilañ/spoiliñ" pa vezer o komz eus filmoù pe eus istorioù.
N'on ket re sur e vefe gant un ton laoskoc'h rak resis-tre eo an ober memestra hag ar ger-mañ a zo e geriaoueg [...]
Benoni d'an 15/09/21 e 11h20
Perak implijout hag implij ur ger saoznek brezhonekaet evel "spoilañ" pa 'vez deus ur ger brezhonek a-feson evit lâret 'dres ar memestra : diskuliañ ???
An evezhiadennoù6